Ar magourioù hag ar magerezed : un dachenn nevez evit dazont ar yezh ? (1998-2016) - DUMAS - Dépôt Universitaire de Mémoires Après Soutenance Accéder directement au contenu
Mémoires Année : 2017

Ar magourioù hag ar magerezed : un dachenn nevez evit dazont ar yezh ? (1998-2016)

Résumé

Abaoe krouidigezh Diwan (1977) eo aet war-raok emdroadur ar gevredigezh ken eo deuet da vezañ pouezus an amzer etre ar familh hag ar skol. Er par-se emañ ar magourioù, just a-walc'h, pa ginnigont ober war-dro ar vugale vihan a-raok ar skoliata da vat (da lâret eo al liamm etre ar vuhez familh hag ar skoliata). Met ivez ar skoazellerezed-mamm, anvet alies c'hoazh magerezed, reizhiad doare diwall anavezet mat en istor ar gevredigezh. Ar magourioù zo ur reizhiad doare diwall kalz kozhoc'h eget ar pezh a c'hell bezañ soñjet. E gwirionez, e 1844 eo e oa bet digoret ar vagouri gentañ e Pariz d'ar 14 a viz Du 1844 gant Firmin Marbeau a-benn skoazell al labourerezed. Un ijinadenn liammet gant istor sokial Bro-C'hall da vare an Dispac'h industriel, diorroet tamm-ha-tamm goude. D'ar mare-se, evel just, ne oa ket kaoz c'hoazh eus ar brezhoneg. En XIXvet kantved e oa ar brezhoneg yezh pennañ ar boblañs e Breizh : 84 % eus poblañs Breizh-Izel a gaoze brezhoneg ha ne veze ket implijet ar galleg e 556 kumun eus Breizh-Izel 1. Met goude an daou vrezel bed oa kouezhet en e boull niver ar vrezhonegerien : E 1952 ez eus 26,67 % eus poblañs Breizh- Izel a ne ouie ket ar brezhoneg 2. E 1992 e chome 323000 den a gaoze brezhoneg e Breizh3. Hag e 2007 ne chome ket nemet 5,5 % eus poblañs Breizh pemp departamant a ouie ar brezhoneg. [...]
Fichier principal
Vignette du fichier
2017_MM2_LePelleterS.pdf (32.07 Mo) Télécharger le fichier

Dates et versions

dumas-01564786 , version 1 (19-07-2017)

Licence

Paternité - Pas d'utilisation commerciale - Pas de modification

Identifiants

  • HAL Id : dumas-01564786 , version 1

Citer

Stéphanie Le Pelleter. Ar magourioù hag ar magerezed : un dachenn nevez evit dazont ar yezh ? (1998-2016). Linguistics. 2017. ⟨dumas-01564786⟩
344 Consultations
117 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More