Brezhoneg, Niverel, Deskadurezh : hiziv ha warc’hoazh
Résumé
An enklask sokio-yezhoniel kaset da benn gant TMO-Région ha rannvro Breizh e 2018 a ziskouez deomp ez eus 60% eus ar re yaouank, brezhonegerien anezhe, o deus desket ar yezh er skol, skolaj pe lise. Unan eus al lec’hioù pouezusañ eo deuet da vout ar skol a-fed treuzkas yezhel evit ar rummadoù brezhonegerien yaouank.
Diwar-benn kelenn ar brezhoneg d’an dud deuet en deus stadet Ofis Publik Ar Brezhoneg e kendalc’h niver an dud stummet da greskiñ.
Splann eo, ez eo dre ar c’hentelioù kazi nemetken e vez treuzkaset ar brezhoneg d’ar re yaouank kement ha d’ar re deuet. Neuze eo hollbouezus soñjal e-barzh ar skolioù, skolajoù, liseoù kement hag ar c’hreizennoù stummañ, kevredigezhioù kentelioù noz, hag an holl aozadurioù all a gelenn met ivez a skign ar brezhoneg.
E-kichen bed ar brezhoneg ha tachenn an deskadurezh e kendalc’h ar gevredigezh da vont war-raok. Hag-hi da ziorren gant ebarzhadur an niverel hag an teknologiezhioù nevez e pep lodennig eus ar vuhez. Seurt cheñchamantoù kevredigezhel o deus tizhet bed ar brezhoneg, evel-just. Diwar-vremañ eo pouezus studiañ tachennoù an deskadurezh hag an niverel, ken strategel ha klask gouzout peseurt gounidoù a c’hallfe tennañ ar brezhoneg dioute. Dre ma ‘z eo ar skolioù al lec’hioù ma vez treuzkaset ar yezh ar muiañ dreze hag an niverel ur benveg dibar hag a vez kavet e pep lec’h e seblant anat studiañ anezhe, o liammoù ha prederiañ war o dazont. Petra eo plas an niverel e brezhoneg er skolajoù ha liseoù ha penaos damwelout e ziorren ? Er c’hounskrid-mañ e vo studiet ar goulenn-mañ dre dri ahel.
En ul lodenn gentañ e vo graet ur brassell war ar c’hinnig niverel e brezhoneg. Sellet e vo kement ouzh an danvezioù hag ivez ouzh an dud ha diskouezet e vo ar mod ma vez rollet hag aozet ar stadad-se. Goude bout bet dielfennet ar rolladoù e vo lakaet war wel an disoc’hoù.
En un eil lodenn e vo taolennet pegen liammet eo ar stadad bet diskouezet en a-raok ouzh daou rummad brezhonegerien eus ar re bouezusañ : ar gelennerien hag ar skolidi. Diwar un enklask e vo lakaet war wel pegen intret eo an niverel e brezhoneg e buhez ar skolajidi, liseidi hag o c’helennerien, brezhonegerien anezhe.
Ur wech keñveriet ha dielfennet e klaskimp soñjal e-barzh amzer da zont ar brezhoneg hag en un trede lodenn e vo sellet ouzh ar brezhoneg diouzh ur savboent hollekoc’h. Diskouezet e vo oberourien heverk, rouedadoù oberiant ha labourioù talvoudus graet evit kas war-raok gwirioù ar yezhoù minorel ha rannvroel en Unvaniezh Europa a-bezh. Diouzh ur savboent hollekoc’h e studiimp pegiz e c’hall bout damwelet diorren ar brezhoneg e bed an niverel. Echuet e vo en ur lakaat war wel raktresoù yezhoù all o deus graet berzh ha skouerioù hentoù n’int ket bet tapet c’hoazh gant ar brezhoneg hag a c’hallfe bout dedennus evitañ.

Origine | Fichiers produits par l'(les) auteur(s) |
---|
Loading...